Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Perak n’hall ket mui kumunioù zo dereiñ aotreoù sevel ?

Un diouer a lojamantoù a zo e Breizh hag e Bro-C’hall a-bezh, an holl dud a zo ali war ar poent-se. Met ne oar ket an holl ez eus meur a abeg d’an diouer-mañ. Ha n’eo ket ar brokañ war ar madoù-leve an hini pennañ. Da gentañ tout e c’heller kavout abeg el lezenn ZAN (artifisielaat ebet rik -AER) rak abalamour dezhi e vo diaesoc’h-diaesañ evit ar c’humunioù bihan sevel lodennaouegoù-kêr. Hag un dra fall pe vat eo a-benn ar fin o welet kêrioù zo, krignet gant al lotisamanchoù o ziez divalav tra m’emañ tiez ar c’hreiz-kêr o kouezhañ en o foull ? Pep hini e soñj…

Met ul lezenn all a zo deuet da vezañ ur gwir boezon evit ar c’humunioù bihan : hini ar sistemoù skarzhaj stroll. Ul lezenn votet e 2019 ha lakaet da dalvezout e 2020 eo, seurt astenn eus al lezenn NOTRe. Hiviziken n’hall ket mui an dour-glav hag an dour lous bezañ skarzhet gant ar memes sistem, tremen er memes tuellenoù. Pep hini e hini ! Met war un dro eo ret adsevel ar purlec’h deuet da vezañ re vihan, gwechoù zo penn-da-benn. Hogen, evit lakaat ar rouedadoù diouzh ar reoladoù n’eo ket ur blank a zo da lakaat war an daol, milionoù ne lavaran ket. Ha n’eo ket ar c’humunioù bihan hag ar c’humuniezhoù-kumunioù ma ne vez ket graet an arc’hant war an oaled evit dispignañ kement. Setu perak e vez astennet al labourioù war meur a vloaz pe meur a respetad memes. 10 vloaz, 15 vloaz pe muioc’h.

Ya met e-keit-se e vez nac’het an aotreoù sevel gant ar prefetioù, forzh pe hini a vefe kinniget ! Endra ma n’eo ket bet renevezet ar rouedadoù skarzhaj hag ar purlec’h, aotre-sevel ebet ! Setu ar pezh a c’hoarvezh e kreiz-Breizh, dreist-holl en Aodoù-an-Arvor er mare-mañ evit meur a gumun vihan. Lod o deus roet lañs da brogramoù lodennaouegoù met… n’hallont ket dereiñ aotre-sevel ebet enno rak n’hall ket ar c’humuniezh-kumunioù (e-karg eus ar skarzhañ dour) lakaat arc’hant e pep lec’h er memes mare ! En Arvor eo ar memes tra e Karnag hag en Drinded-Karnag met ivez e Bro-Dreger, evel e Trebeurden da skouer. Rak pa vez renevezet ar rouedadoù skarzhaj e vez renevezet rouedadoù all (gouloù-ker, dour evapl, tredan) paeet gant ar c’humunioù. En Arvor e c’hellont hen ober buan (ha c’hoazh), en Argoad n’eo ket memes kont. Pezh a dalv eo “skornet” an niver a dud er c’humunioù-se. Koll annezidi e c’hellont rak “mat e vo evit an douar”, gounit annezidi n’hallont ket !

Ur gwir dorr-penn evit ar vaered hag ar familhoù a fell dezho chom er c’humun dre sevel o zi.

Met ne vern, an ekologiezh hag ar reoladurioù da gentañ !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Tagoù, pneuioù toullet, gwerennoù drailhet, Orange Mekanik e Pleder (35)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky