Morbihan : an RN ‘ba penn ar jeu ‘ba Logunec’h, Pondi, Sant-Yann Brevele…

‘Ba Morbihan eh eus kêrioù « aloubet ». Aloubet a-gaoz d’an uzinoù boued hag a ya da glask o labourerion ‘ba broioù pell. Ha seul pelloc’h seul welloc’h !

‘Ba Logunec’h, da skouer, e vez gwelet merc’hied o mouchoeroù du, paotred o barv hir ‘ba kreiz-kêr. Ha skuizh ema ar gwir vretoned get se ? Disul tremenet en deus tizhet an RN an 34,20% e Logunec’h, dirak Nicole Le Peih aveit ar vakronisted (30,65%) hag an NUPES2 da heul get 18,45% (ar paourkaezh Soaz Perrault a zo er pedervet plas !)

Brav ! Ha dihunet e vehe tud Logunec’h ? Trawalc’h a envroidi, trawalc’h !

Memes tra e Pondi. Lan a estrañjourion ema kêr Napoleon, tud yaouank surtout, mes n’eo ket a-walc’h c’hoazh aveit an Emsav sevenadurel ha politikel hag a c’halvas an dud da votiñ aveit an NUPES2. Get ar vezh !

A-benn ar fin e yeas an tu-gounid get an RN e Pondi ! 28,59% aveit Antoine Oliviero ha 25,14% aveit Nicole Le Peih. Jocelyne Devriendt aveit ar PB a arru er pemvet plas get 1,28%, ar pezh n’eo ket fall.

Hag e Sant-Yann Bervele ma vez produet boued hallal ‘ba uzin Celvia ? Amañ ivez eh eus kalz a estrañjourion é labourat. An RN a zo e penn ar jeu arre get 40,93% ! Ur bouchad a vicherourion a zo e Sant-Yann ha normalamant e vehe sañset an NUPES2 bout ‘ba e jeu e seurt kêr. Afi ! A-boan ma tizh Marie Madeleine Doré-Lucas (LFI) an 17,05%.

Marse ema skuizh tud Sant-Yann da gaout kement a estrañjourion ‘ba o c’hêr ha tro-dro. Arru eo poent e oe !

Illustrations  : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Morbihan : an RN ‘ba penn ar jeu ‘ba Logunec’h, Pondi, Sant-Yann Brevele…”

  1. Lacuzon dit :

    Mat-tre!
    An holl hetoù a blij din ober berzh dezho!

  2. taliesin dit :

    Mantrus eo : an dra-se a dalv e vo ret gortoz ma vo aloubet ar vro penn d’ar benn a-raok ma krogay ar vretoned da vouezhiiñ a-enep d’an enbroiiñ.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.