D’an 11 a viz even e vo ur vanifestadeg e skolaj « Rosa Parks » e Villejean, ur c’hartchier eus Roazhon. Fellout a ra d’ar skipailhoù pedagogel ha d’ar familhoù mirout « o » skolaj.
E 2029-2030 zo bet embannet gant ar c’huzul departamant 35 e vo serret ar skolaj-mañ, rummet REP+. Perak ? Peogwir e fell d’ar c’huzul « pinvidikaat » ar skolajoù all gant skolajidi Villejean (pe « Kêryann » evel vez lavaret e Roazhongrad II). Ha tamm-ha-tamm e vez kemmet ar gartenn skol gant ar rektordi hag an departamant. Abaoe bloavezhioù eo Zola hag Anne de B. e kreiz-kêr a resev bugale eus skolioù Villejean. Ha bremañ eo tro skolaj Françoise Dolto eus Pacé da vezañ « pinvidikaet ». Nevez zo eo bet staget skol Guyenne, ur skol « pinvidik »-tre eus Villejean ouzh Pacé da skouer, ar pezh a dalv ez aio an eks-CM2 skoliataet enni da François Dolto.
Hogen, Pacé zo ur gêr doare CSP+, disheñvel-tre ar vugale o chom enno diouzh re Villejean. Met divizet eo bet gant an departamant PS dalc’het gant ideologiezh ar « c’hemmesk sokial » e vo kemmesket an div boblañs. Met piv a levezono piv ? Amañ emañ an dalc’h.
Ha war un dro e reklem ar familhoù eus Villejean kenderc’hel da lakaat o bugale er skolaj Rosa Parks diwar abeg-mañ-abeg met tagnous eo ar rektordi war an disdalc’hioù kar, dre ideologiezh, e fell d’ar C’huzul Departamant kas war-raok ar « c’hemmesk sokial » ha pinvidikaat ar skolajoù all. Dre gaer pe dre heg.
E Rosa Parks ez eus un hentenn « div yezh » (ha n’eo ket « divyezhek ») galleg-arabeg. Hag e tleo François Dolto e Pacé pe Zola e kreiz-kêr sevel unan ivez ?
Crédit photo : Skolaj Rosa Parks
[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine