D’ar yaou 11 a viz gwengolo e oa an « Diada » e Bro gKatalonia, da lavaret eo ar gouel broadel. Bep bloaz eo an Diada-mañ un digarez evit ar strolladoù broadelour da vanifestiñ ha da sevel o mouezh evit an dizalc’hiezh. Ar bloaz-mañ e oa bet pedet ar strollad dizalc’hour breizhad Douar ha Frankiz. An naonedez Amélie Barrely, ken vouez-aotreet ar strollad, an hini eo a oa eno e anv DhF.
« Més motius que mai! » (muioc’h a abegoù eget biskoazh) a oa lugan ofisiel ar vanifestadeg ar bloaz-mañ. Met dipitet eo ar strolladoù « nann-politikel » evel an ANC (Assemblada Nacionala Catalana), « Kuzul ar Republik » pe an Omnium Cultural gant ar strolladoù dizalc’hour « ofisiel ».
Digalonekaet muioc’h-mui eo an dud e Katalonia o welet ar strolladoù-mañ oc’h en em ganañ dizehan evit post-mañ-post. Ur seurt « degajism » a zo anezhañ ivez e-barzh ar bedig katalanour.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..