Katalonia : annezidi Vendrell rediet d’ober gant ar spagnoleg gant kompagnunezh an dour

Catalans

Disklozet eo bet an afer gant an ensavadur Plataforma per la Llengua : e kêr Vendrell, e proviñs Taragona e Katalonia ar su, an dud a fell dezho komz ouzh un implijiad eus kompagnunezh an dour a zo rediet d’hen ober e kastilhaneg ha n’eo ket e katalaneg. Bewech ma ya un anneziad bennak outo e vez respontet dezhañ e rank ober gant ar c’hastilhaneg ha n’eo ket gant e yezh dezhañ.

« Er-maez al lezenn eo ha nac’hañ a ra ar maer PSC (sokialourien spagnolour) klask gouzout hiroc’h » eme Plataforma per la Llengua.

FCC Aqualia an hini eo a zo e karg eus servij an dour e Vendrell.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

ARTICLES LIÉS

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !