Emañ Emma Watson, aktourez Harry Potter o paouez lavaret ez eo « ur feulster a-enep ar re yaouank ar gwask (sokial) evit ma dimezfent ».
Ur vourc’hizez eo Emma Watson, bet ganet ha maget er Marais e Paris gant un tad hag ur vamm breutaerion o-daou. Kudennoù pikologel he deus (TDAH ha me oar c’hoazh) evel tout ar wokisted. 35 bloaz eo, chomet eo plac’h yaouank kozh (gant ur mor a eks- war he lerc’h evel just) ha n’he deus tamm bugel ebet.
E berr komzoù, Emma Watson zo ur wok : klañv he fenn, maleürus en he buhez personel, dizimez, divugel, difrouezh. Kar difrouezh eo ar wokism. Blaz ar marv a zo gant ar relijion-mañ. Ur wok zo toñket da chom difrouezh. C’hoant en deus ez afe e ouenn da get ha tonket eo e vuhez a-bezh da se.
Kasomp ni war-raok an enep-skouer : meuleudomp ar merc’hed hag ar baotred a zimez hag a ra bugale. Meuleudomp ar re a zesav o bugale e brezhoneg pe e gallaoueg. Youl ar vuhez eo kaout bugale ! Youl ar vuhez eo dimeziñ gant unan bennak ha bezañ fidel dezhi pe dezhañ ! Gloar ha joa d’ar re a ra bugale ! Enor dezhe ! Enor d’ar Vreizhadez a ra bugale hag a zesav anezhe e yezh ar vro ! Ar merc’hed-se eo gwir harozezed ar bobl.
Merc’hed e Breizh o deus graet ar choaz-mañ. Koupladoù breizhad o deus choazet da zimeziñ, da vezañ fidel an eil d’egile ha da sevel tiegezh brezhonegour ha kristen evit lod anezhe, ar re se a dlee servijout da skouer evit ar Vretoned yaouank.
Komzoù a varv a glev muioc’h-mui ar vugale a-vremañ : « arabat ober bugale, fall eo evit an hin », « arabat dimeziñ ha bezañ fidel, ur prizon eo », « perak ober bugale gwenn pa vez kement a vugale afrikan da advabañ ? » Forjomp, dre hor buhezioù, dre hor choazoù, un enep-skouer : dimezomp, greomp bugale ha broudomp hor bugale d’ober kement-all !
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine