Goude ar gouelioù, ur banne Kefir bemdez evit kavout ar yec’hed

Dre un taol degouezh eo ‘m eus klevet kaoz eus ar C’hefir. Un amezegez din he doa profet din greunennoù. Ur sac’hadig e oa. Hag hi o lâr’ din dre chuchumuchu « greunennoù kefir eo ».

Kefir ? Met petra eo ar c’hefir-mañ a soñjis war an taol.

Hervez Wikipedia ez eo ar c’hefir ur boeson kozh-rejis. Met graet e vez muioc’h-muiañ ganti bremañ evit kavout ar yec’hed goude ur barrad kleñved da skouer.

Aes eo da fardañ. Natur eo dezhi da c’hoañ. Bouilhañ a ra ha fresk eo.

Deus menezioù ar C’haokaz e teu ar C’hefir. Evit pobloù ar C’haokaz, muzulmaned al lodenn vrasañ anezho, eo ar C’hefir « greunennoù ar Profed ». Tamm ha tamm en em strewas madoberioù ar C’hefir e Rusia ha neuze e Europa ar Reter ha bremañ en Europa a-bezh ha betek e Stadoù-Unanet m’eo deuet da vezañ ur boeson « diouzh ar c’hiz ».

Ar pezh a zo estonus gant ar c’hefir eo e c’hreunennoù. E gwirionez n’eo ket greunennoù, mikroboù ne lavaran ket. Ha boazet e oa an dud da reiñ ar « greunennoù »-mañ d’an amezeien, d’ar vignoned evit ma c’hellfent fardañ o c’hefir dezhe.

Daou zoare kefir a zo :

  • kefir laezh
  • kefir go pe kefir frouezh

Evit ar re ha ne dreizhont ket al laezh eo gwelloc’h fardañ kefir go pe frouezh, anat eo.

Setu ur rekipe evit fardañ kefir frouezh :

  • Ul litrad dour (hep klor)
  • Daou pe tri loaiad soubenn a c’hreunennoù kefir frouezh
  • Daou pe tri loaiad soubenn sukr
  • Ur figez sec’h
  • Un dailhenn sitroñs

Lakaat dour e-barzh ur pod gwer. Lakaat ar sukr war c’horre ha meskañ. Ha neuze lakaat ar greunennoù kefir, ar figez hag ar sitroñs. Lakaat ur tamm lienn war c’horre. Ne faotañ ket e vefe peurstank ouzh an aer. Lakaat e go e-pad 24-48 eurvezh. P’emañ ar figez hag ar sitroñs o tont war-c’horre gant bouilhouigoù e talv eo prest ar c’hefir. Bremañ eo poent silañ ar boeson (evit adkavout ar greunennoù, ar figez hag ar sitroñs) evit kaout ur boeson mat da evañ. Moaien zo lakaat anezhi er yennerez evit ma vefe fresk da vat.

Arabat ober gant ostilhoù metal !

Ar c’hefir a zo mat evit ar yec’hed : Evit koazhañ da gentañ holl kar leun a brobiotikoù eo. Gantañ e vez kreñvaet ar reizhiad immunekaat ivez hag ur vamenn a vitaminoù ha meinennoù eo (vitaminoù ar strollad B, kalsiom hag eneboksiderioù). Ha kalz gwelloc’h eo eget ar sodaioù evit ar re dik gant ar C’hoka pe ar Sprite da skouer kar n’eus ket kalz a sukr ennañ. Ha bouilhoù a zo e-barzh !

Goude ar gouelioù, soñjit mat er C’hefir evit kavout ar yec’hed !

Eliza Fonteilles

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Goude ar gouelioù, ur banne Kefir bemdez evit kavout ar yec’hed”

  1. claude kerbiriou dit :

    Evit ar re ha ne treizhont ket al laezh : NANN
    Evit ar re ha ne dreizhont ket al laezh : YA

  2. RAYMOND NEVEU dit :

    Penaos ur boeson gant laezh pe dour ha sukr…Sur marv evit an diabeteien! Kaputt kameraden! Als kaputt. N’omp ket saveteet gant ar re ‘e.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.