Keloù mat e Roazhon ! Skarzhet eo bet, digwener mintin, un daou-ugent bennak a repuidi o doa en em staliet er greizenn sokial Carrefour 18 e « kartchier » Maurepas e Roazhon. Ar C’hAF eo a zo perc’henn war Carrefour 18 ha goulennet he doa gant ar justis skarzañ anezho ar buanañ ar gwellañ, ar pezh zo bet graet diwar urzh ar prefeti. Evit ur wech !
E-touez ar re a oa e-barzh ar greizenn sokial, seizh den yaouank o deus lavaret e oa minored nann-ambrouget anezho. Kaset int bet d’ar c’homiserdi, evel emañ skrivet er brosezerezh normal, evit bezañ aterset. Leusket int bet da vont goude-se.
Gant kevredigezhioù politikel eus an tu-kleiz-pellañ, evel Utopia 56, eo renet ha kuzuliet ar strollad a repuidi-mañ. Emaint o vont da glask ul lec’h-all evit en em staliañ anezhe, se zo sur. Ha perak ne vez ket roet bod dezhe en o ranndi gant izili ar c’hevredigezhioù-mañ, amañ emañ an dalc’h ‘m eus aon.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.