Ha c’hoant ho peus da sellet ouzh ur film pe un abadenn e brezhoneg an noz-mañ ha n’eo ket mont war Netflix ? Bremañ zo moaien d’hen ober gant Kleweled, ar savenn gouestlet d’ar c’hleweled e brezhoneg.

Digwener tremenet eo bet lañset ar porched-mañ e ti ar Rannvro e Roazhon gant Paul Molac ha Kaourintine Hulaud, bez-prezidantez ar Rannvro e-karg eus yezhoù Breizh.

Krouet eo bet kleweled evit « lakaat war wel pegen pinvidik ha liesseurt eo an dachenn sevenadurel-mañ. Bodañ a ra ar porched en ul « lec’h » niverel hepken endalc’hadoù brezhonek an oberourien disheñvel a-vremañ. Evel-se e c’hall pep hini, pe e vefe un deraouad pe e ouife brezhoneg mat, kaout ur sell hollek war kement tra produet e brezhoneg ha kavout aes ar pezh a glask en ur zizoleiñ mediaoù pe programmoù all dianav dezhañ a-raok ivez ken buan all. »

War kleweled e c’heller selaou ar radioioù e brezhoneg war-eeun pe selaou ar podskignoù, sellet ouzh ar filmoù hag abadennoù Frañs Tri pe Brezhoweb ha memes lakaat ar vugale dirak ar skramm d’ar mintin o sellet ouzh tresadennoù-bev e brezhoneg, e-keit m’emañ mammig oc’h en em brientiñ (nebaon, tout an dud a ra se !)

Bremañ eo poent produiñ abadennoù radio e brezhoneg (evit an tele n’eo ket memes mod, a-c’hras doue !) ha n’int ket wok, feminist, didrevadennour, hag all … Ha se zo un afer all !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “« Kleweled » : partiet eo !”

  1. Herri ab Yann dit :

    Digarezit ac’hanon, met Partiet eo ! a sinifi : Aet eo kuit ! N’emañ ket aze ken ! Aet eo diwar wel !, ha n’eo ket : Kroget eo ! Lañset eo ! Gwelet ‘vez ar galleg C’est parti ! a-dreñv…

  2. Gwilhmod dit :

    da Herri. Gwir eo, fazïek eo, met er yezh emañ bremañ abaoe pellik zo. Setu daoust maz eo faziek e-kenver yezhoniezh e ranker stadañ ez eus eus an arster mañ gant « partiet ». Er geriadurioù da zont e vo ret lakaat an daou ster :1- Partiet eo : aet eo da anaon, aet eo kuit 2 – Lañset eo

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, MORLAIX, Sociétal, Société

Montroulez : D’an 28 a viz meurzh un atalier skrivañ e brezhoneg « evit ar merc’hed nemetken »

Découvrir l'article

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.