Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Emañ an emsaverien evit yezhoù Breizh oc’h en em enkreziñ er mare-mañ. Rak gouzout a reont ne vo ket amann war c’horre ar bloaz-mañ evit o c’hevredigezhioù gant ar ran nvro. Diwar an 12 milion a euroioù prometet e-barzh ar « steuñv adperc’hennañ yezhoù Breizh 2022-2027 » e c’hellfe bed ar yezhoù Breizh koll 600 000€ e 2026 hag ur milion e 2027. « Skornet » ar budjed !

N’eus ket arc’hant ken. E neblec’h ! Ridet ar yalc’hoù ! Yalc’hoù an dud vunut met ivez yalc’hoù an ensavadurioù lec’hel. Met e-barzh petra e vez dispignet an arc’hant publik e Breizh eta ?

Dav eo dibab ! Ar brezhoneg hag ar gallaoueg pe ar wokism ? Ar brezhoneg hag ar gallaoueg pe ar Meurramplaserien ? Ar brezhoneg hag ar gallaoueg pe ur raktres a greizenn « eko-reizh ha LGBT friendly » en Togo ?

Huchet e vo gant an Emsaverien evel boaz pa vo embannet ar budjedoù met n’o deus ket c’hoant da welet an traoù evel m’emaint. Gant ar Rannvro e vez foranet hon arc’hant, arc’hant ar Vretoned, e traoù didalvoud pe ideolojikel. E raktresoù wok pe ramplasour. Hag an arc’hant-se an hini eo a vank evit hor yezhoù.

Arabat gouelañ ma vez nullet postoù er c’hevredigezhioù evel Diwan pe me oar : dav eo paeañ ar wokism hag ar Ramplasiñ Meur !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

À Paris, une vente caritative aux enchères au profit de Diwan le 7 février

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Er Vro Gwiniegi, ur skol gatolik a-enep ar « stereotipoù jener »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Diwan Boulvriag en dañjer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.