50 000 listenn en holl a zo war ar renk evit ar votadegoù-kêr a zeu. En o zouez 550 anezhe o deus gerioù en ur yezh rannvroel bennak en o anvioù. 360 anezhe a zo e Korsika !
190 a chom neuze. En o zouez, 120 o deus ur ger pe zaou pe muioc’h en euskareg ha 30 nemetken o deus gerioù e brezhoneg en o anv. Ar peurrest a zo evit ar broioù pe tiriadoù tramor : yezhoù kanak, kreoleg, tahisianeg, …
E Bro-Gorsika, n’eo ket anvioù divyezhek a zo bet roet d’al listennoù, anvioù e korseg nemetken ne lavaran ket. Da skouer e Bastia ez eus 7 listenn war ar renk ha setu o anvioù : « una via per bastia – via citadina » (tu kleiz), « POPULU DI BASTIA » (Nicolas Battini/Palatinu/RN), « PRIMA I NOSTRI RECONQUETE R! » (Reconquête), « BASTIA, DA OGHJE À DUMANE » (Kreiz), « Uniti » (ar re a-enep Simeoni), « BASTIA EN COMMUN – BASTIA IN CUMUNU » (PCF) ha « BASTIA INSEME Gilles Simeoni » (Gilles Simeoni).
E Breizh, n’eus ket nemet ar vroadelourien pe an dud eus ar skolioù divyezhek o deus lakaet divyezhek anv o listenn. Da skouer : « GUINGAMP SOLIDAIRE, GWENGAMP SKOAZ-OUZH-SKOAZ » (Gaël Roblin e Gwengamp) pe « Kalon Ploubêr – Ploubezre au Coeur » (Eddy Penven, prezident Div Yezh Ploubêr).
Ur bern tud eus an UDB pe Strollad Breizh a zo war listennoù eus an tu-kleiz gall pe eus an tu-dehou gall ha n’o deus ket goulennet e vefe lakaet divyezhek anv al listenn. Drol eo memestra !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.