Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

35 000 den a zo o chom e Saint-Chamond, e departamant al Liger, er Forez, war marzoù Oksitania. Surawalc’h ez eus boboed ha rakailhed e-touez an 35 000 anneziad-mañ met n’eus ket a-walc’h evit ma c’hellfe bevañ diwar e bratikoù mirdi ar street-art a zo bet digoret e miz mae 2025. Ur pikol karrdi a 10 000m² leun a bitrakoù taget ha livet mod 9-3 e oa ar mirdi-mañ ha, war a seblant, eo ar bitrakoù-mañ oberennoù arz.

Renevezet e oa bet al lec’h-mañ gant arc’hant publik. 9 milion € a oa bet lakaet e-barzh gant ar strollegezhioù lec’hel hag ar stad. Hag ar embregerezh a ren ar mirdi a baee ur feurm. Ar « Mausa » a zo bet anvet al lec’h-mañ.

Nav vizvezh war-lerc’h, setu eñ serret. Dre ziouer a bratikoù. 62 000€ a vank er c’hefoù. Emañ ar mirdi o klask 100 000€ hag ouzhpenn-se e vefe fachet ar rener, Stanislas Belhomme, gant ar re o deus savet ar mirdi gantañ.

N’eo ket ar wech kentañ e vez serret seurt mirdi ar street-art. E Bitche (Mozel) e oa bet serret ur « Mausa »-all e miz meurzh 2025 peogwir ne baee ket ar feurm ar rener. Stanislas Belhome a oa rener er Mausa-mañ ivez.

Daoust d’ar bruderezh a vez graet evit brudal anezhañ ne seblant ket bezañ intereset an dud gant ar street-art. Dav eo lavarout e vez gwelet kalz « street art » er straedoù ha mogerioù eus forzh peseurt kêr bremañ. Ha street-art eus an hini vilañ !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.