
Hag ur skol Diwan a vo e Douarnenez ?
Hervez ur studiadenn bet graet gant ar rouedad Diwan ez eus tiriadoù ma n’eus tamm skol Diwan ebet e Breizh. Betek e Breizh-Izel ! E Bro zDouarnenez da skouer emañ e Pontekroaz ar skol Diwan dostañ. Un hentad divyezhek a zo er skol bublik François-Guillou koulskoude met ezhomm zo da gaout ur skol dre soubidigezh evit ma vefe bugale divyezhek