Daou barizian kondaonet evit bezañ degaset drogach da zDouarnenez

Publicité

Bremañ en em astenn a ra bannlev Paris betek Douarnenez !

D’an 18 a viz ebrel, e oa daou barizian dirak lez-varn Kemper. Evit bezañ trafiket dramm evel just.

Etre an 22 ha 23 a viz gwengolo, diouzh noz, ur batrouilh poliserien a oa war an hent etre Kemper ha Douarnenez. A-daol-trumm, setu int dibasaet gant ur c’harr-tan Crossland d’ar red tan ruz. Mont a reas dezhi ar boliserien, anat hag ar redadeg a echuas e Saint-Croix e Douarn’. Kuzhet e oa bet ar c’harr-tan en ur c’hardi. Drogach, arc’hant hag ur pellgomzer ‘oa ‘barzh. Met aet e oa kuit an daou ganfard a oa ouzh ar stur.

A-benn ar fin e voe kavet roud anezho en un Air B’n’B eus bro Douarn’. Gant ar pellgomzer ne oa ket diaes rak ne seblant ket bezañ speredek-tre an daou gañfard.

Kavout eo bet gant ar boliserien e oa bet feurmet kirri-tan gant an daou baotr eus Paris, daou genderv, ha graet meur a veaj ganto. Etre Breizh ha Marbella, Rotterdam, Paris, da lavaret eo kêrioù ma’z eus trafikañ dramm etrebroadel.

Dezougerien drogach a-vicher eo an daou barizian. Treuzdougen a raent drogach en Europa a-bezh. 16 menneg a zo war roll unan anezho. Ur gwir CV leuniet mat !

Ur 17 hini a vo a-benn ar fin rak hemañ a zo bet kondaonet da zaou vloavezh toull-bac’h hag an hanter evit e genderv.

Hag int bretoned pe gallaoued a ouenn vat ? D’ho soñj… ? Da vihanañ, n’o do ket droad pourmen o c’halite e Breizh e-pad 5 bloazh…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, International

Belfast. L’auteur de l’attaque au couteau… aurait été policier au Soudan

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

International

Belfast : la victime de la tentative de décapitation probablement aveugle, l’agresseur soudanais arrivé via Paris et Dublin

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Sociétal

La DGSE en campagne de recrutement : plus de 250 métiers ouverts, du cyber aux langues rares

Découvrir l'article

Economie

Assurance habitation : la Bretagne reste la région la moins chère de France, jusqu’à 55 % d’écart selon les villes

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.