Korsika : reuz el liseoù evit ar c’horseg
E-keit m’emañ al liseidi e Breizh « o vanifestiñ evit an hin » (pe kentoc’h oc’h ober ar c’hiz, evel Greta Thunberg) emañ al liseidi broadelour eus Korsika o vanifestiñ evit o yezh. D’ar yaou 25 a viz meurzh e oa emsaverien U Cullitivu I Liceani Corsi tolpet dirak al liseidi evit klemm « diwar-benn ar bolitikerezh yezhel kaset gant Paris a-enep er c’horseg ».