Korsika : poliserien o deus kanet ar Marseillaise e-pad obidoù Colonna

Biskoazh kement-all ! E Korsika, tra ma oa an enezenn a-bezh o soñjal e Yvan Colonna da vare e obidoù, kanet eo bet ar « Marseillaise » gant ar warded-red c’hall eus kazarn Furiani. Kanet o deus uhel a-walc’h hag a-bouez penn evit ma vefe klevet a-bell.
Mantret, galvet o deus an emsaverien kors d’en em dolpiñ disul da 5e30 GM dirak kazarn Furiani ha hini Asprettu. Ma’z eus mein chetet ouzh ar boliserien c’hall ar wech-mañ adarre e vo gouezet petra zo kaoz. E Korsika e vez douget doujañs d’ar re varv ha d’o familh. Hag er mare-mañ eo an enezenn a-bezh familh Yvan Colonna, ‘m eus aon…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !