
Gwened : ur bajenn Facebook evit kas ho kwellañ fotoioù poubelennoù
Setu, dre forzh bezañ aloubet gant ar barizianed, kêr Gwened zo deuet da vezañ re-bar d’un arondisamant eus Pariz ! Poubelennoù e pep lec’h, straedoù flaerius, razhed du o kantreal, … diskroget o deus paotred an teil eus ar GMVA (an tolpad kêrioù) diouzh al labour. Muioc’h a arc’hant a reklemont ha gwir eo n’eo ket paeet mat ar vicher