EHPAD Plouilio (22) : n’eo ket vaksinet ar c’heginer, ar re gozh a zebro boued-skorn
Gwelloc’h-gwellañ : e EHPAD Plouilio, e Bro-Dreger, ez eus bet roet e sac’h d’ur c’heginer d’ar 15 a viz gwengolo rak ne oa ket vaksinet. Hogen, tri c’heginer a oa nemetken en EHPAD. Alese, n’hall ket mui an daou all keginañ boued fresk d’an annezerien evel a-raok. Boued-skorn a vez servijet d’ar re gozh hiviziken. N’eo ket laouen ar familhoù