War-Raok/En avant : tachenn blediñ Kemper Breizh Izel e videoioù

Publicité

Hep mar ebet eo bet sellet ouzh abadennoù skiantel « C’est pas Sorcier » gant Riwall Kermarec ha tud kumuniezh kumunioù Kemper ! Emañ an ensavadur o paouez reiñ lañs d’un rummad a videoù berr evit displegañ petra vez graet gant « Kemper Breizh Izel », an « dachenn blediñ » e yezh a-vremañ.

En o zouez : an dour, ar mediaouegoù, an transportoù, an deskadurezh uhel. Evit displegañ kement-se d’an dud e vo produet videoioù a 4 ’30mn ma vo kontet enne piv a ra petra war un ton fent gant ar sevenner Riwall Kermarec (Mister Breizh, Mouchig Dall, Foeterien, …). E galleg e vo ar videoioù war a seblant, met dre m’eo brezhoneger Riwall Kermarec ez eus, marteze, reoù e brezhoneg pe divyezhek war ar stern, piv oar ?

War ar rouedadoù sokial e vo skignet ar videoioù-se. An hini gentañ (diwar-benn an dour) a zo bet lakaet en-linenn war lec’hienn « Kemper Breizh Izel » dija :

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.