Savet eo bet digwener dremenet ar « C’huzul Aliañ evit an araneg » gant gouarnamant emren ar Val d’Aran (Republik Katalan). Gantañ e vo roet alioù fur diwar-benn ar bolitikerezh evit ar yezh hag ar steuñvidigezh yezhel d’ar «gòvern», ar gouarnamantig emren eus ar flondrenn.
Ofisiel eo an okitaneg aranad er Val d’Aran abaoe 2006. Hervez ur studiadenn bet graet e 2013, 20,85% eus tud Aran a zo aranegour a-vihanik. Met a vloaz da vloaz ez eus muioc’h-muiañ a spagnolegourien oc’h ober o annez er Val d’Aran.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine