Iwerzhon : nebeutoc’h eget 4% a gemenadennoù en Iwerzhoneg

Publicité

Berr ar peurriñ evit yann iwerzhoneger war ar rouedadoù sokial. Ha n’eo ket gwelloc’h evit fed ar c’hemenadennoù gouarnamantel. A-boan 4% eus ar c’hemenadennoù embannet gant gouarnamant Iwerzhon a zo skrivet en iwerzhoneg. Ha « broadel » ar yezh !

Daou vinistrerezh : hini ar Surentez Sokial ha hini an Deskadurezh Uhel n’o deus kaset kemenadenn ebet en iwerzhoneg zoken. Evit a sell ouzh Ministrerezh an Embregerezhioù, ar C’henwerzh hag an Implij n’eus ket ‘met 0,5% eus ar 1223 kemenadenn bet kaset gantañ war Twitter hag a oa en iwerzhoneg ha 0,28% eus ar re kaset war an holl rouedadoù sokial gant Ministrerezh an Endro. Er c’hontrol, 44% eus twitoù bet kaset gant Ministrerezh an Deskadurezh a zo en iwerzhoneg evel 40% eus ar pezh embannet gantañ war Facebook.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.