Publicité

Disadorn dremenet e oa tolpet un hanter-kant a dud e La Boulaye e Porzh-Pêr ur gumun eus Bro-Retz evit adsevel kroaz ar gêriadenn. « Diskaret e oa bet gant ar foeltr » eme Godefroy Riou du Cosquer « ha tud a vez o tremen ingal war an hent o doa lavaret deomp e oa arruet poent hi adsavel ». Setu ar pezh a zo bet graet gant ar gevredigezh SOS Calvaires 44. Fromus e voe al lid : daou veleg o deus benniget ar groaz ha kanet kanaouennoù kristen dirak pevar marc’heg war bennoù o daoulin mui un tropellad a dud leun a feiz. Eus ur gompagnunezh behour, ur sport eus ar c’hrenn-amzer, e oa ar pevar marc’heg houarnwisket penn-kill-ha-troad. Graet o deus un abadenn da c’houde da lakaat an dud d’ober anaoudegezh gant o sport.

Ur bagad a sonnas tonioù ar vro a-hed ar beurevezh kement ha reiñ kalon d’al labourerien. Kanet eo bet ar Bro Gozh Ma Zadoù war an ton bras gant an dud o tougen bannieloù Breizh a bep seurt (ur banniel gall a oa ivez).

Setu un devezh breizhad ha kristen kaset gant reoù hag a oar : Godefroy Riou du Cosquer hag e skipailh ! Kentañ gwech e adsav SOS Calvaire 44 ur groaz penn-da-benn. Abaoe bloaz e pleustras kentoc’h ar gevredigezh war difraostañ tro-war-dro kroazioù zo pe adkempenn reoù e stad fall. Arc’hantaet eo bet kroaz La Boulaye penn-da-benn gant ar gevredigezh ha tud a roas o skod hag adsavet eo bet gant asant perc’henn an tamm douar.

Photo d’illustration : DR
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.