Brezhoneg : galv da vanifestiñ d’an 19 a viz genver – Roazhon

≡ Petra gortoz e 2022 evit ar c’helenn brezhoneg ?

Ur c’helc’hlizher nevez a-zivout ar c’helenn yezhoù « rannvro » a zo bet embannet e dibenn 2021. A-drugarez dezhoñ e vo suraet ar c’helenn dre soubidigezh er skolioù Diwan, tamm pe damm, hag echu gant ar parded, dre ret, er skolioù publik hag er skolioù katolik ivez. Hir eo an hent c’hoazh ha n’eo ket ar skoilhoù a vank met dav eo profitañ deus an traoù pa yeont war-raok !

Met dav e vo stourm hag en em sevel holl asambles e miz Genver evit stourm ouzh Blanquer c’hoazh hag adarre, ne vern stad ar c’hleñved COVID 19 !

Traoù niverus ha mil a-bouez (niver a bostoù er c’henstrivadegoù, lec’hioù stummadur a orin, stummadur dibaouez, DHG evit an eil derez..) zo bet kaset d’an danvez Kenemglev Stad -Rannvro, evit treuzkas hor yezh, a vo sañset bezañ votet e miz C’hwevrer gant ar rannvro ! Hag emañ ar rektor dre urzh Blanquer o klask distruj pet tra gant kinnigoù fetis ar rannvro ! Ne c’hellomp ket gouzañv an dra-se !

Un emvod kelaouiñ a vo d’ar 5 a viz Genver e Kemper gant DIWAN, DIV YEZH BREIZH, KELENNOMP!, DIVASKELL, KEVRE BREIZH ha galvet e vo ar gerent, ar gelennerion, an holl a zo kar d’hor yezh d’en em dolpañ d’ar Merc’her 19 a viz Genver tro 2 e GM dirak rektordi Roazhon ! 

≡ Kenemglev Stad -Rannvro : Sañsuriñ a ra Retkor Roazhon kinnigoù ar Rannvro evit ar c’helenn brezhoneg

Klevet hon eus komz e-pad ar vakañsoù e oa bet SAÑSURET (pajenn skouer dindan) gant rektorelezh akademiezh al lodenn a-bezh evit ar c’helenn brezhoneg eus ar c’hinnigoù savet e penn kentañ miz Here gant ar rannvro evit ar « c’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez« ( da heul an ezhommoù renablet : lenn amañ hag aze). Savet eo bet kinnigoù dister ha dismegañsus e plas. Ur gwir disklêriadenn brezel a-berzh ar rektor a zo tost-mat ouzh Blanquer .

Un emvod kelaouiñ a vo dalc’het d’ar 5 a viz Genver e Kemper geneomp ha gant DIWAN, DIV YEZH BREIZH , DIVASKELL ha KEVRE BREIZH evit disklêriañ seurt emzalc’h a-berzh rektor Akademiezh Roazhon !

Kelennomp

Kevredigezh evit ar c’helenn brezhoneg

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Brezhoneg : galv da vanifestiñ d’an 19 a viz genver – Roazhon”

  1. Marcel Texier dit :

    Blanquer o tistrujan hor yez = Daech o tistrujan Palmyre.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

Formation des professeurs bilingues : l’État mis en demeure par les défenseurs du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn (22) : an « Aloubadeg Veur » en ur skritell

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Kannadez LFI Roazhon Marie Mesmeur a wel saludoù nazi partout

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Loudéac, Société

Lozaog (22) : Taget en doa merc’hed e kreiz kêr, ur penn-dramm kondaonet

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Plouarzhel (Bro Leon) : Kroaz ar Hiton adsavet

Découvrir l'article

BRIEC, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brieg (29) : unan eus daou « go-fastour » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Loudéac, Société

Koadlinez (22) : un Termaji tamallet da vezañ laeret un greizenn deknikel leusket da vont

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, Patrimoine, RENNES

Rennes : conférence sur les 100 ans de Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant : Kadarnaet eo bet get ar lez-varn diviz ar prefed diàr-benn manifestadeg « La Digue »

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky