Ar brogarour okitan Gèli Grande a zo aet d’an anaon

drapeau-occitan2

Ne oa ket anavazet kalz e Breizh met en Okitania e veze gwelet e anv hag e benn ha klevet e vouezh un tamm e pep lec’h : Gèli Grande zo marv. Ken-prezidant ar PNO (Partit de la Nacion Occitana) e oa eñ ha kazetennour. Pennadoù diwar e bluenn a veze embannet war Le Jornalet, Lo Lugarn da skouer ha komz a rae ouzh micro Ràdio Lengadòc ha Radio Entre deux Mers e Gironde. Paotr an okitaneg e oa met ivez paotr ar bolitikerezh, ar rugby, ar sevenadur, studi an anvioù familh.

Ne oa ket Gèli Grande un okitan a ouenn, un troad du hanter italian hanter spagnol ne lavaran ket met kerkent ha degouezhet en Okitania en e 6 vloaz e krogas da zeskiñ okitaneg hag e tifennas Okitania a-hed e vuhez.

Ur skouer evit an holl dud, ganet e broioù all -Bro-Frañs en o zouez, hag a zo o chom en Okitania hep klask bezañ okitan.

https://lo-lugarn-pno.over-blog.org/2022/01/geli-grande-ardent-militant-de-l-occitanie-vient-de-nous-quitter.html

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS