Sant-Nazer : kib Breizh mell-droad gouezelek hep gwenn-ha-du
Disadorn dremenet e oa ar c’hib Breizh mell-droad gouezelek e Sant-Nazer. Goulenn a reas meur a wezh aozerien an tournamant e vefe staliet bannieloù gwenn-ha-du er stade ar Pré Hembert gant an ti-kêr evit kinklañ an dachenn ha lakaat ul liv breizhad d’an tournamant. Nac’het eo bet gant ti-kêr Sant-Nazer. Re « bolitikel » hor banniel broadel moarvat… Crédit photo : [cc] Breizh-info.com,