Ar « rannvroelourien » er parlamant !

Publicité

Evit ar wech gentañ ar bloaz-mañ eo bet kontet ar gannaded « rannvroelour » er votadegoù kannad. N’int ket mui « a bop seurt ». En holl e vo 10 anezho: an 3 c’hannad broadelour kors, Paul Molac e Breizh, an 3 dizalc’hour eus Polinezia, ur c’hannad dizalc’hour eus ar Guyan (Castor) ha daou all eus ar Martinik (Nadeau & Nilor).

10 kannad n’eo ket a-walc’h evit pouezhiñ war an 567 all met un doare da ginnig ur sell nevez war ar « rannvroioù » hag ar yezhoù minorelaet e vo. Ha war sujidi zo e c’hello ar vroadelourien kavout mignoned a dra sur, al lezenn Molac da skouer a zo bet votet gant jirondined kavet en holl strolladoù politikel.

E Bro-C’hall n’eo ket evel e Bro-Spagn : n’emañ ket ar vroadelourien e kreiz ar jeu evit ober an dizober an tuioù-gounid e Madrid.

Okitania eo an alc’hwez evit gwir lavarout. N’eus ken nemet gant kannaded okitanour e c’hello cheñch an traoù er parlamant gall. 35 departamant az a d’ober « Okitania yezhel » (kalz brasoc’h eget ar rannvroig Okitania) ha niverus ar gannaded en departamantoù-se. E Bouches-du-Rhône, da skouer, ez eus 16 kannad, 12 er Jironde, 9 en Hérault, 9 en Alpoù ar Mor, 10 er Garonne-Uhel, … gwelet a reer splann eo dister an 37 kannad breizhad hag ar 4 kannad korsad pe karibean e-keñver an niver hollek en Okitania.

Siwazh, gwan-tre eo ar strolladoù okitanour. Groupuskuled int ha netra ken. Hag holl anezho a zo eus an tu-kleiz pe dost, ar pezh a dalv n’int ket war-nes toullañ o hent betek ar Palez Bourbon ‘m eus aon.

Da c’hortoz gwelloc’h, da c’hortoz dihun Okitania, e ranko ar gannaded rannvroelour ober o seizh gwellañ evit gounid bruzunoù er parlamant.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ar « rannvroelourien » er parlamant !”

  1. Lacuzon dit :

    An dra se n’eo ket fall evit ar Brezhoneg!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

CARHAIX, Politique

Carhaix. Un colloque pour l’autonomie de la Bretagne ce samedi au Glenmor

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Histoire, Patrimoine, Société

Bastia : 2000 korsad o deus manifestet evit Scola Corsa

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine, Politique

Le collectif « Pour que vivent nos langues » consacré aux langues régionales reçu à l’Assemblée Nationale

Découvrir l'article

Politique

Paul Molac lance « Faisons Bretagne », un mouvement pour l’autonomie régionale

Découvrir l'article

Economie, Social, Sociétal, ST-MALO

Taxe de séjour : la Bretagne veut financer ses trains aux dépens du tourisme

Découvrir l'article

Politique

Paul Molac votera contre la confiance au gouvernement… au profit de Charles de Courson ?

Découvrir l'article

CARHAIX, Local, Politique

Rupture avec Molac et Chesnais-Girard, quel chemin pour Christian Troadec ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Kannader Bro-Iwerzhon degemeret er Vodadenn Vroadel gant Paol Molac

Découvrir l'article

CARHAIX, Local, Politique, Tribune libre

Faut-il défendre Christian Troadec ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Politique

2024 : électeur devient un métier absorbant : les survivants

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.