Aerborzh : eus Brest da Virmingham !

Ha fellout a ra deoc’h gweladenniñ Birmingham, kêr ar Peaky Blinders ? Bremañ ez eus moien mont gant ar c’harr-nij eus Brest da Virnimgham, e Bro Saoz ! Bep sizhun ez eus ur mont-ha-dont etre an div gêr a-drugarez d’ar gompagnunezh Flybe.

Met moien zo da vont etrezek ar su ivez o vont kuit eus aerborzh Brest : abaoe an 08 a viz gouere ha betek an 28 a viz eost e c’hell ar vretoned mont da Niça hag abaoe an 09 ha betek ar 27 a viz eost e c’heller mont da Viarritz, e Bro-Euskadi, bep sadorn.

Estreget al lec’hioù-mañ, eus Brest e c’heller nijal kuit da Aiacciu (Transavia ha Volotea), Bastia (Transavia ha Volotea), Ar Gerveur (Finist’air), Bourdel (Chalair), Figari (Volotea), Héraklion (Aegean Airlines), Lyon (Air France et EasyJet), Marsilha (Transavia), Montpelhièr (Transavia ha Volotea), Enez Eusa (Finistair), Palma de Majorque (Volotea), Paris Orly (Transavia), Paris Roissy (Air France), Porto (Transavia), Tolon (Transavia et Tui Fly) et Tolosa (Transavia).

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !