
Bro-Naoned : 5 karr-tan laeret gant termajied gwisket e poliserien
En nozvezh eus an 9-10 a viz even e oa ur strollad termajied o « chaseal » e Bro Naoned. Gwisket e poliserien, int-i o deus laeret pemp karr-tan. Ha simpl ar jeu : dalleet e oa an dangarrerien gant lamp an dermajied, e keit-se e veze laeret o alc’hwezhioù diganto ha skoet evit ar re a glaske talañ ouzh al laeron.