Merzhelieg (44) : Termajied a daol eoul-maen war an archerien (ha war an hent-tizh)

Publicité

Aon bras o deus bet an archerien d’ar 6 a viz gwengolo : E kreiz an noz setu int galvet da vont da rodal en un takad artizaned eus Merzhelieg, etre Naoned ha Gwened. Amañ e wellont tri den o laerañ eoul-maen en un embregerezh. Tec’hout a ra kuit an tri den ha kroget ar redadeg kirri-tan.

Gant ar foeltr e kemer al laeron penn hent Naoned. War an hent e kammigellont ken e teuont da vezañ ur gwir dañjer evit ar c’hirri-tan all. Ha neuze e krogont da deurel an eoul-maen laeret kuit da vezañ tapet gant an archerien. Eoul-maen e pep lec’h war an hent, gant an dañjer e krogfe an tan e-barzh !

Etre 140 ha 180 km e teu a-benn ar soudarded da chom mestr war o oto, ha risklus-tre an hent abalamour d’an esañs.

A-benn ar fin setu karr-tan al laeron o vont tre e kamp termajied eus Orvez. Mont a ra an archerien betek penn o hent hag o labour daoust d’an dañjer ha tapet an tri Rrom ganto.

Daou eus an tri hailhon a zo serret a-benn ar fin : un den deuet hag ur minor. Pelec’h emañ an trede hini ? D’an diaoul surawalch !

D’ar yaou 08 a viz gwengolo eo bet kondaonet da zaou vloavezh toull-bac’h ar paotr en e dregont vloaz. Diwezatoc’h e vo galvet ar paotr yaouank dirak lez-varn ar vugale. Leun chouk e oa roll an den deuet dija, ul linenn ouzhpenn e vo evitañ, tra ken.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Bez Roparz Hemon a vefe en disherit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ur raktres wok arc’hantaouet gant ar Redadeg c’hoazh ar bloaz-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Lannarstêr : serret e vo ur skol divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, VANNES

Ur c’hlas divyezhek nevez ‘ba Arzhal, mes ‘ba Maoron…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Technologies

Treebal, ar Whatsapp e brezhoneg troet e gallaoueg ivez (ha katalaneg) !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.