Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Kreizenn herberc’hiañ ar repuidi e Sant-Brewenn (44) : Div vanifestadeg tal-ouzh-tal

Evel e Kallag : e Sant-Brewenn, e Bro-Raez, an dud a zo  rannet e daou strollad enebour : ar re a-enep ur raktres a greizenn herberc’hiañ evit ar repuidi. Ur c’hant bennak a dlefe dont da vevañ just e-kichen ur skol, en ur c’harter sioul. Hag, en tu-all, ar re evit ar raktres.

An RN ha Reconquête o doa galvet da vanifestiñ d’ar 15 a viz here evit lavarout “nann” d’ar greizenn. Un daou-ugent bennak a dud o deus en em dolpet dirak an ti-kêr. En o zouez, tud eus karter an Hermitage ma vo ar greizenn ha kerent skolidi skol ar pierre attelée, tud ankeniet evit o bugale, anat. Dreist-holl pa weler ar pezh a zo erruet d’ar baourkaezh Lola e Paris !

Diraze e oa ur c’hant bennak a c’haochisted, tud eus ar strollad Collectif des Brévinois attentifs et solidaires. En o zouez tud a iliz, “katoliked eus an tu-kleiz”, ar c’haochisted o deus distrujet an iliz evit ma trofe da ONG evit ar repuidi.

E 2023 e vo echu ar chanter, ur c’hant familh bennak a zo sañset bezañ herberc’hiet enni. Emañ an artizaned o labourat war ar savadurioù abaoe miz gwengolo. Ar prefeti eo he deus goulennet gant an ti-kêr ul lec’h evit sevel seurt kreizenn. Setu an “transitition démographique” prometet gant Emmanuel Macron !

Hag e keit-se n’hall ket ar vretoned kavout ul lojeiz…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Kreizenn herberc’hiañ ar repuidi e Sant-Brewenn (44) : Div vanifestadeg tal-ouzh-tal”

  1. Hocine NEDJAR dit :

    Nanterre. (92). An 22 a viz Here 2022. Pétra a ri ! Evel-se, ema ar vuhès !
    Martézé, bez ez eus deus an diplasament meur ! Ha goudé ? Evel-se eo dazont mad-den. Bez ez eus muoh a vuhès er broiù evel re an Africa, an Asia hag an América ar Su eget re an Europ a bez ! Neuhé, ma n’ez eus ked trawalc’h a dud an Europ eo red digas aného deus broioù all.
    Buhes ar Vrétoned a oa bet kemmet deus ar grenn-amzer beteg hirio. Gwechall e vez atenchoù braz hag a veve an tiegezioù etrezo var ar memes dachenn a hed cantvedoù ha cantvedoù ! Hirio an deiz, ne fell ked d’ar Vrétoned caoud ouzpenn daou vugel ! Ha c’hoaz, bez ez eus tud eveldon me, a gav gwelloh beva heb bugel ebet.
    Se zo evel eul lezenn : Ma ne vije ked graet mui bugalé hag ar boblans a ya da gossaad neuhé red eo digas annezidi névé evid leunia ar c’hérioù dilezet gand an autochtones ! Ne gredan ked peogwir e vez stourmet eneb an estranjourien e vezo diskoulmmet an traoù ! Red eo deomp préderia var dazont mab-den evid gwelout petra a c’helfer ober a gevred !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Laeroñsioù, feulster, dramm, degemeret mat e Bro-Raez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Repuidi skarzhet eus Paris a vefe o skwatiñ savadurioù zo e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : laeret en doa chupennoù, ur repuad kondaonet

Découvrir l'article

Tribune libre

Manifester le 12 novembre à Paris ? Et ta soeur ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, QUIMPER

Kemper : ur skol evit ar repuidi (met paeet ganeomp !)

Découvrir l'article

Sociétal

Mémoire de Lola salie par France TV, hommage à Venner interdit… Nouvelle Vague #87

Découvrir l'article

Sociétal

La Fabrique du Mensonge, l’affaire Lola : un internaute décortique les manipulations de France 5

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Loudéac

E Brehant-Loudieg, e vehe tud kozh é chom e kozh tier diyec’hed

Découvrir l'article

Sociétal

L’affaire de la petite Lola, récupération ou triste symbole ? – Contre-enquêtes

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Skolioù publik : Teir hentad divyezhek brezhoneg-galleg nevez a-benn 2023 ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Ne ratez pas notre prochaine enquête sans filtre sur un sujet tabou !

Inscrivez-vous dès maintenant à notre newsletter confidentielle.

🔍 Recevez nos analyses pointues et nos scoops exclusifs directement dans votre boîte mail. 🔍

Clicky