Daou jipsian kaset d’an ospital, ar boliserien a dlee eveshaat Pontchailloux

D’an 12 a viz du e voe fest ar gontili war tachenn ar jipsianed eus Felger. Daou waz mezv-dall o deus en em zrailhet gant kontili. Goude ar jabadao a voe kaset an daou da bPontchailloux e Roazhon, fall o jeu o-daou, dreist-holl evit unan anezho, kontellet don.

Ya met setu an div familh arruet e servij an Trummadoù da heul an daou lonker ha dao partiet ar biladeg en-dro. Ken e tleas ar boliserien hag ar archerien erru er jeu d’o zro. A-benn ar fin e voe kaset an daou gañfard da zaou ospital disheñvel, pezh a lakaas ar familhoù da vont kuit pep hini d’he zu.

E Pontchailloux e voe eveshaet unan eus an daou baotr gant ur strollad poliser e-keit ma veze kaset e gomper d’ar c’homiserdi antronoz.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS