Pornizh (Bro-Raez) : ur brezilian kondaonet evit bezañ “gweladennet tiez”

En toull-bac’h emañ dija evit bezañ lazhet un den en e 66 vloaz e Pornizh, an aotroù Guittonneau, kountellet tra ma oa oc’h eveshaat ti un amezeg dezhañ. Ur brezilian a 21 vloaz eo X. Kondaonet eo bet meur a wech dija ha diwar meur a abeg : laeradenn, tuoni, … hag evel just ne oa tamm paper ebet ha n’en doa ket droad da chom e Bro-Frañs pa oa bet serret. Met ne vern, ha forzh penaos goude bezañ laezhet an aotroù Guittonneau e kendalc’has da laerañ ha da “weladenniñ tiez” tro-dro Naoned.

D’ar 16 a viz genver e oa dirak lez-varn Naoned evit bezañ laeret traoù e tiez e Naoned hag e Bro-Raez justawalc’h. ur c’hlasker bara eo eñ hag e c’hounez e damm bara diwar al laeroñsi nemetken. Da 18 mizvezh toull-bac’h eo bet kondaonet, nebeutoc’h evit an hailhoned a oa gantañ e-pad e laeroñsi.

Kaset eo bet d’an toull-bac’h da c’hortoz e brosez evit muntr Christian Guittonneau.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS