Sant-Kast-ar-Gwildoù (Pentevr) : un EPHAD publik hag az aio da… brevez !

Publicité

An implijidi chalet, ur petision « savetomp EPHAD publik Sant-Kast-ar-Gwildoù » lakaet en-linenn : ne vez ket gwelet mat raktres dilennidi Sant-Kast-ar-Gwildoù ha Sant-Yagu an enez er vro-se !

Kevreet e vo an daou Ehpad eus Sant-Kast ha Sant-Yagu an Enez ! Gant ar spi ne vo ket mesket an annezidi rak a-holl viskoazh zo bet kevezerezh etre tud Sant-Kast ha tud Sant-Jagu. Gwechall ne oa ket ur ral gwelet paotred an daou borzh oc’h en em gannañ war bord ar mor, da skouer. Paour-razh e oa tud Sant-Yagu ha pinvidikoc’h e oa tud Sant-Kast, alese gwarizi ha goapaennoù etre an div gêr.

Met echu eo gant ar mare-se, bremañ e fell da zilennidi an div gumun kevreañ o daou Ehpad. Hogen, unan a zo publik hag egile prevez. Choazet zo bet da lakaat prevez an daou ! Eüruzamant n’eo ket Orpéa pe ur font leve bennak en deus c’hoant astenn e c’hrabannoù war Ehpad Sant-Kast, ur c’henwarez ne lavaran ket, Mutuel Bretagne Retraite.

Ne vir ket ouzh implijidi an Ehpad da gaout aon ha da seniñ ar c’hloc’h : ne fell ket mui d’ar gouarnamant e vefe ti-retredoù re vihan, evel hini Sant-Jagu (24 gwele nemetken) neuze e vez broudet an Ehpadoù bihan da gendeuziñ evit espern argant. Er raktres-mañ e servijfe unan eus an daou savadur evit an annezidi a zo emren, hag egile evit ar re a zo dalc’het da vat.

Aon o deus an implijidi e vefe nullet o statud ha lakaet ar prizioù da greskiñ evit an annezidi. Ha peadra zo d’en em chalañ ! Kondisionoù labour an EHPAD prevez n’eo ket ar memes re ha reoù ar publik ivez.

Evit poent e klask dilennidi an div gumun peurlipat an traoù ha kendrec’hiñ an implijidi ha familhoù zo. Hag, eus o zu, emañ an impljidi o klask sachañ evezh tud ar vro war koñsekañsoù seurt raktres.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Local

Morbihan. L’ancien hôpital de Guémené-sur-Scorff cherche repreneur pour ses 13 000 m²

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.