E-barzh an tren etre Brest ha Kemper e huch “allah akbar”

etat_islamique_islamiste

Ur barr spont o deus bet an dud en TER etre Brest ha Kemper disul vintin. Un ivoarian penn-follet a oa ennañ o kas safar hag o huchal “Allah Akbar” par ma c’helle. Ouzhpenn da se en defe lavaret traoù ma ziskoueze splann e oa evit ar sponterezh islamek.

Serret e ti-gar Kemper e vefe mesket e spered. D’an 11 a viz ebrel e vo barnet evit “meuleudigezh ar sponterezh” gant lez-varn Kemper.

Da c’hortoz eo bet kaset d’an toull-bac’h. Ha perak ket d’e vro ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS