Pleneg-Nantraezh (Pentevr) : Gwez Palm e plas tilh

Me a zoug hiris da giz ar gwez palm plantet e pep lec’h e Breizh. Gwechall e veze plantet seurt plantennoù ekzotek gant moraerien bet mordeet er broioù tomm, Afrika pe Antilhez, ganto. War-lerc’h bezañ c’hoariet ar c’hi-mor dindan hag a-us gouriz ar bed e veze prennet un ti en Arvor ha plantet ur wezenn balm evit derc’hel soñj eus an amzer gozh. « Veteranted ar Rwayal » a rae se da skouer.

Bremañ e vez plantet gwez-palm dirak e di mod « kub » gant forzh piv. Ur gwir vosenn ! Ha petra lavarout eus ar c’humunioù a blant seurt plantennoù ekzotek e pep lec’h, dreist-holl en Arvor.

Setu ar pezh a zo c’hoarvezhet e Pleneg-Nantraezh e bro Pentevr. E miz genver e oa bet embannet gant an aotroù maer e felle dezhañ cheñch plantennoù ha gwez ar bourk, nevesaat ar « végétalisation » evel e vez lavaret e galleg a-vremañ. 22 tilhenn a oa war ar blasenn Amiral Charner, lakaet en deus ar maer en e benn da droc’hañ anezho evit plantañ gwez-palm en o flas. Ur petition a zo bet lañset kerkent gant tud ar gumun met ne reas forzh ar maer : d’an 31 a viz meurzh e voe troc’het an tilh gant ar servijoù teknik ! Fotoioù eus an droc’hadeg a zo bet kaset war ar rouedadoù sokial gant ar gevredigezh ekolo Soleco. Da geñver ar c’huzul kêr e voe displeget gant ar maer Pierre-Alexis Blévin, a oa kudennoù gant gwriziennoù an tilh. Bon, lakomp, met perak int bet plantet un dek vloaz zo bennak neuze ?

Gwez-palm a zo bet dibabet gant Pierre-Alexis Blévin evit kinklañ e vourk hag eno emañ ar glanvenn. Hag eñ en deus kemeret harp war rentañ-kont ar GIEC evit justifiañ e choaz  ! War a seblant e vez aliet gant ar GIEC choaz plantennoù eus ar mor kreizdouarel evit kinklañ ar c’humunioù rak ganto e vez sunet nebeutoc’h a zour !

N’eo ket akord dilennidi an tu-enep gant se : hervezo n’eo ket bet dibabet ar gwez-palm abalamour d’an ekologiezh, d’ar « skeudenn » ne lavaromp ket. Fellout a rafe da bPierre-Alexis Blévin e vefe Pleneg-Nantraez ur gêriadenn dudi-mor mod « Côte d’Azur », hervezo !

Ar C’hôte d’Azur e Breizh, na petra c’hoazh ?

Crédit photo : kont Facebook Soleco

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.