Marc Le Fur evit ma c’hellfe ar c’humunioù gwintañ ar Gwenn-ha-Du

Penaos

D’an 09 a viz mae, e parlamant Bro-C’hall, ez eus bet kinniget un enkemmad gant Marc Le Fur evit ma c’hellfe ar c’humunioù gwintañ ar banniel “rannvroel” ouzh an ti-kêr. Hag eñ da bouezañ, en e brezegenn, war ar fed eo un departamant breizhad al Liger-Atlantel.

Evel just ez eus meur a gumun e Breizh, Bro-Euskadi (an holl), Bro-Okitania (un nebeut), Bro-Gorsika (an holl) ha Bro-Gatalonia hag o deus hiset o banniel “rannvroel” dija met fellout a ra da vMarc Le Fur e vefe enskrivet da vat el lezenn. Dreist-holl evit kumunioù ha n’int ket, ez-ofisiel, er rannvro he deus anavezet banniel-mañ-banniel (ar Gwenn-ha-du evit Bro Naoned met ivez ar banniel okitan evit ar c’humunioù okitan ha n’int ket er rannvro “Okitania” met en “Okitania veur”).

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS