Sant-Nazer (44) : ne vo ket ar Gwenn-ha-du ouzh an ti-kêr

Publicité

2500 sin a oa bet rastellaet e Sant-Nazer gant emsaverien evit Breizh adunvanet a-drugarez d’ar Gwir war Intrudu ar Geodedourien lakaet da dalvezout er gumun-mañ. Reklem a rae an emsaverien e vefe isaet ar Gwenn-ha-Du ouzh an ti-kêr.

D’ar 16 a viz kerzu e rankas ar c’huzul-kêr lakaat ar gaoz war-se. Siwazh eo bet nac’het hor banniel broadel gant ar muianiver. Perak ? Peogwir int jakobined ! Padal eo bet arguzennet gant Sarah Trichet-Allaire (EELV) e oa ar Gwenn-ha-du ouzh ar savadur betek 1984.  Eviti e oa un afer a « labour memorel » hag a « zedennusted touristel » ha netra all ! Yen e chomas dilennidi skipailh David Samzun (PS) ouzh arguzennoù « skañv » an hini Glas. Hag aze e komprener emañ c’hoazh tasmant Joël Batteux o satanaziñ an ti-kêr. Hervez ar guzulierez Maribel Letang-Martin (muianiver) eo ar Gwenn-ha-du « un arouez eus an Dukelezh enebour d’ar Republik » ! Ne oar ket eo bet torret Dukelezh Breizh e 1532 hag embannet ar Republik e 1792, da lavaret eo 260 bloaz war-lerc’h marteze ?

Nac’het eo bet ar plakennoù straed e brezhoneg ivez.

Ha padal e oa bet sinet live 1 eus karta ar brezhoneg gant an ti-kêr e 2019, lañset ur c’hlas divyezhek en ur skol bublik ha staliet panelloù « Sant-Nazer ». Met isañ ar Gwenn-ha-du a oa re evit tasmant Joël Batteux a zo atav o rodal e pennoù ar guzulierien PS moarvat.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Ur Gwenn-ha-du nevez gwintaet e Bro-Raez

Découvrir l'article

ST-NAZAIRE

Saint-Nazaire : la Chambre régionale des comptes pointe une gestion municipale aux nombreuses irrégularités

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

ST-NAZAIRE

David Samzun (ex-PS) très critique de l’alliance de Johanna Rolland (PS) avec LFI

Découvrir l'article

A La Une, ST-NAZAIRE

Saint-Nazaire : l’affaire Bougainville qui met David Samzun dans l’embarras avant les municipales

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : teir listenn evit ur referendom war Breizh adunvanet

Découvrir l'article

Insolite, ST-NAZAIRE

Saint-Nazaire : David Samzun (PS) n’est pas gentil avec les pigeons

Découvrir l'article

Economie, ST-NAZAIRE

Subvention à SOS Méditerranée : le Conseil d’État annule la délibération de la Ville de Saint-Nazaire…mais pas de remboursement

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ar C’homorian kondaonet evit bezañ skoet gant e wreg

Découvrir l'article

Politique

Bretagne : le nucléaire à la sauce UDB

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.