Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : “mouezhioù” a ro urzh dezhañ da “skeiñ ouzh apotikerezed”

Tud trelatet a zo en hor straedoù ! E Sant-Nazer zo bet kaset un den a 58 vloaz da ospital ar re sot d’an 18 a viz mae : skoet en doa ouzh implijidi un apotikerezh rak “mouezhioù” o doa roet urzh dezhañ “da skeiñ ouzh apotikerezed”. Da 4e30 GM e oa aet tre e apotikerezh ar Petit Caporal ha setu eñ o reiñ taolioù gouriz d’an implijidi a oa er boutik. Hep tamm abeg ebet ebet ! Mestroniet eo bet gant un den o tremen er straed hag en doa klevet ar merc’hed o huchal. C’hoant en doa an den trelatet peurlipat an traoù gant ur skabell, bennozh d’an tremenour n’en deus ket amzer da skeiñ ar paourkaezh merc’hed ganti.

Dont a rae ingal ar paotr feuls en apotikerezh-mañ ha biskoazh n’en doa graet trouz, war-bouez ur wech, un nebeut devezhioù a-raok, m’en doa safaret a vouezh uhel.

Ar paotr a zo mesket e spered eme ar vedisinourien, alese eo bet kaset da ospital ar re sot gant lez-varn Sant-Nazer. N’o do ket ar merc’hed skoet tamm prosez ebet. Hag int da vezañ deuet speredoù debret !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “sponter ar goñversanted” kaset da strakal brulu pell eus Sant-Nazer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ur vaouez vazhataet en ti-gar

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Maloù Gwersac’h (44) : freuz fregañ mod 93 e Briver !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an trafikour dramm a dap krog e kelloù ar poliser

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazaire : kentañ saloñs gwin Breizh !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Société, ST-NAZAIRE

Mouster-al-Loc’h/Montouer (44) : un artizan taget, daou ganfard kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : laeret en doa chupennoù, ur repuad kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer/La Bouletterie : 18 kg a zrogach hag armoù e-barzh ranndi un Aljerian

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Social, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ur savadur a 12 estaj evit ar studierien er “Marok Bihan” ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : torret e glopenn evit un afer “a enor”…

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky