Sant-Stefan-Melveurzh (Bro Raez) : tan er gourstalig evit boeson ha gwispid

Publicité

Hiviziken e vez dizamant al laeron ouzh buhez ha madoù an dud. Evit traoù dister e c’hellont terriñ ur werenn-stal, plantañ tan er boutik, laerañ boeson ha gwispid ha tec’hout kuit o leuskel an dud er gampr en em zibab gant ar flammoù

Setu ar pezh a c’hoarvezhas d’an 09 a viz gouere e Sant-Stefan-Meulverzh, e su pellañ Bro-Raez, e Liger-Atlantel. E kreiz an noz eo bet torret gwerenn ar gourstalig « Chez Poly », laeret traoù dister gant an hailhoned ha kuit.

Laeret e oa bet ar c’harr-tan un nebeut a-raok gant an daou zen diveiz ha plantet zo bet tan enni a-raok mont kuit. Kuit da leuskel ADN pe louc’hoù war o lerc’h moarvat.

Eüruzamant ez eo ur pomper rener ar gourstalig neuze e teuas a-benn da vougañ an tan. Savetaet eo bet ar stal ha ken savetaet all an ti e-kichen m’emañ un den en e 92 vloaz o chom ennañ. Gantañ e oa bet savet ar gourstalig !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Ur Gwenn-ha-du nevez gwintaet e Bro-Raez

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.