Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Perak ne vo ket manifestet gant an Emsav a-enep an dramm e Breizh…

Tra m’emañ ar vroadelourien e penn ar manifestadegoù a-enep an dramm e Korsika ne vez ket klevet ar vroadelourien breizhad war an dalc’h-mañ. Mut ! Ger ebet ! Ha perak ?

Peogwir emañ an Emsav breizhad eus an tu-kleiz “sosietal”. Peogwir e vez butunet butun-droll gant kalz a dud en Emsav ha gwasoc’h c’hoazh. Hag e vez kavet ar si fall-mañ re “gool” gant kalz a emsavourien. Peogwir n’o deus biskoazh lavaret strolladoù an Emsav ger ebet war an tem-mañ. Peogwir e vez sorc’hennet ur bern brezhonegerien yaouank gant ar “bannlev attitude” hag an trafikoù az a ganti ! Ha peogwir n’haller ket komz eus an trafikañ dramm hep komz eus an enbroerezh. Ur ger tabou evit gaochisted an Emsav. Er c’hontrol, hervezo, eo ret kaout MUIOC’H a estrañjourion e Breizh c’hoazh. N’eus ket a-walc’h !

Hag e skolioù eil-derez zo ma vez desket brezhoneg, ha soñjal a ra deoc’h eo seurt lec’hioù “gwarezet”, pell eus giz ar butuniñ shit hep komz eus drammoù all ? Tamm ebet ! Marteze eo al lec’hioù-mañ ar re washañ ! Ha n’eo ket dre faot ar skipailhoù pedagogel, dre faot ar skolidi eo, sorc’hennet gant gizioù ar c’hêrioù bras pe ar “ghettoioù”, ken o defe c’hoant bevañ enno… “Lezenn ar street, man !”. Paourkaezh ! Hag int o vevañ holl war ar maezioù !

Stourm a ra ar vroadelourien korsad a-enep an dramm hag an drafikerien. Hag e vo cheñchet penn d’ar vazh goude aferioù Calvi hag Ajaccio en Emsav breizhad ? Tamm ebet ! N’hall ket cheñch an traoù. Re don ar gaochism hag an trede-bederezh en Emsav a-vremañ… Evit ma cheñchfe an traoù hon eus ezhomm kaout ur rummad tud nevez. Tud kalonek ha n’int ket gaochisted anezho.

Rak n’eo ket eus un Roue Arzhur bennak hon eus ezhomm e Breizh, eus un Nicolas Battini mod gwenn-ha-du ne lavaran ket !

Crédit photo : Core in Fronte

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Perak ne vo ket manifestet gant an Emsav a-enep an dramm e Breizh…”

  1. Michel MiVa dit :

    La traduction en français serait souhaitable, à moins de vouloir garder certaines infos confidentielles ?

    • Gwilhmod dit :

      Essayez cela si vous ne comprenez pas notre langue nationale : https://niverel.brezhoneg.bzh/fr/troer/
      Evit gwir ez eo a-bouez pezh a lavar ar pennad-mañ. Ret mat eo sevel a-nevez un Emsav war dri diazez :
      1. Etrevroadel : kaout hon sell deomp hon-unan war an darvoudoù, unan broadelour eveljust, o lakaat ar brezhoneg evel benveg kehentiñ hag hevelebiñ en Emsav, ur sellvoent enep ar bedelouriezh
      2. Kevredigezhel : stourm ouzh ar spered kleizelour arloupet a-du gant ar wokelouriezh
      3. Stourm ouzh kreizenerezh ar riezvroad c’hall eveljust.
      Evit se eo ret derc’hel da greskiñ e zilhad d’ar brezhoneg evit gallout displegañ kement pleg a zo war hor spered. Ur benveg gouest da zioueriñ ar galleg e rank bezañ, peogwir e fell deomp en em dennañ eus ar Stad c’hall.
      An dalc’h eo ez eus bet lammet kuit ar vroadelouriezh klasel awenet gant ar spered kristen evit ur gleizelouriezh vedelour troet d’ar wokelouriezh bremañ.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky