Bandenn treset “bezhin glas, an istor difennet” : jeu ‘zo etre Inès Léraud hag an embanner

Berzh he doa graet ar vandenn treset “Algues Vertes, l’histoire interdite” (Inès Léraud – Pierre Van Hove. La revue dessinée/Delcourt) diwar-benn kudenn ar bezhin glas e Breizh. Ken eo bet troet an oberenn e brezhoneg (Bezhin glas, an istor difennet) hag e gallaoueg (Limouézeries, l’istouère defendue), an daou levr embannet gant Le Temps embannet eus Pornizh e Bro-Raez.

Met buan e troas ar soubenn da dreñk etre an embanner hag Inès Léraud…

D’ar merc’her 06 a viz gwengolo e kasas homañ ur gemenadenn war he fajenn Facebook :

Ha tarzhet an traoù ! Fulup Jakez, rener an Ofis a respontas dezhi kerkent gant un hir a gemenadenn :

Met petra zo a-dreuz gant troidigezh “Bezhin Glas” eta ?

Souezhus ! N’eo ket Inès Léraud a reziso an traoù met… Splann, an “ONG gouestlet d’an enklask e Breizh” hag a vod kazetennerien ispisializet, sañset, war drast an agrobusiness e Breizh. Gaochisted anezho tout diouzh a ouzomp :

Ha ma ! Inès Léraud eo he deus ur gudenn brevez gant hec’h embanner ha “Splann” an hini eo a respont. N’eo ket splann ez eo !

Ne vo ket an embanner An Amzer seizhdaletoc’h evit respont dezhi :

Hag Hélène Dupuis, gwreg ha kevelerez an embanner Thierry Jamet da vont pelloc’h :

Met perak he deus lakaet Inès Léraud en arvar an Ofis e penn-kentañ an afer ? Gwreg Visent Roue, paotr an Ofis e Naoned, eo Katell Leon, troerez An Amzer. Marteze he deus soñjet ar gazetennerez e oa ul liamm etre ar fed-mañ hag ar cheñchamantoù a zo bet graet en droidigezh, kit da c’houzout…

Ar pezh zo sur : reuz a zo e bedig-bed ar brezhoneg ha n’eo ket aes diluziañ an traoù etre ar stultennoù hag an drougimplijoù.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS