Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Afer troidigezh “bezhin glas” : un ti-embann breizhad en arvar [L’Agora]

Petra an diaoul a beg e Inès Léraud hag ar skipailh “Splann” ?

Goude bezañ huchet war ar rouedadoù sokial diwar-benn troidigezh ar vandenn treset “bezhin glas, an istor difennet” hag e vefe Inès Léraud hag he re o klask reiñ lamm-chouk-e-benn d’an ti-embann An Amzer ?

Ha bremañ, emañ Splann o paouez embann war e lec’hienn internet e ra ur wezh div wezh da An Amzer !

Petra a fell dezho ? Lakaat An Amzer d’ober freuz-stal ? Ha brav Inès Léraud ! Brav Tugdual Carluer ! Brav Splann ! N’eo ket marv mil den alato ! Levrioù a-galite a vez embannet gant An Amzer. Hag un ti-embann breizhad e Liger-Atlantel eo ! Ha staliet e su al Liger war ar marc’had ! Petra a chomo diouti ma vez rediet da adembann ar bandennoù treset ? Seurt embanner n’en deus ket daou wenneg da deurel ouzh toull ur c’hi. Ur gwir saserdos eo da vezañ embanner e brezhoneg.

Ya met “divaioù” a zo e bed ar brezhoneg. Kalz ! Hag amañ e weler SPLANN un emzalc’h diva ! “Cheñchet zo bet ur ger pe zaou em zroidigezh ! Mastaret eo ma oberenn ! Feiz !” setu ar pezh a glever gant tud zo.

Inès Léraud, Tugdual Carluer, Splann ha ne ouian ket piv a zo a-dreñv dezho a zo vont da zistruj un embanner breizhad eus Liger-Atlantel evit disterachoù ha se zo grevus. Grevus ha dipitus.

Ha lakaat Splann er jeu evit ur afer brevez a zo ken dipitus all. Da betra a servij Splann a-benn ar fin ? Un benveg fri furch pa vez gwregon da lodennañ etre homañ hag hemañ eo ?

Foei da zivaioù ar brezhoneg ! Foei da seurt emzalc’hoù poezon !

Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.
Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Afer troidigezh “bezhin glas” : un ti-embann breizhad en arvar [L’Agora]”

  1. René Le Honzec dit :

    Ha petra ged mé, lenner hag e vé komzet genein yezh me zadeù, er gwennedeg? Ne des léh aveidomp-ni ér vandenn tréset- mañ, laket én ur brézhoneg “digor d’an darn vrasañ deus an dud … Bro dreger ha Kreiz Breizh”. Enta, er Morbihan n’é ket mu é “Breiz”!
    Pas besoin du zèle des procureurs français en Bretagne pour refuser notre langue…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Environnement, Immobilier

Perak n’hall ket mui kumunioù zo dereiñ aotreoù sevel ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky