Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Kervarc’h (44) : ur bouloñjerezh taget, ur rouman serret

“Aux délices de Petit-Mars” eo anv bouloñjerezh Kervarc’h, e reter Naoned. E-kerzh an noz etre diriaou ha digwener tremenet e voe taget gant laeron tro 3e mintin.

Met ar re-se ne gavas tra. Tamm gweneg toull ebet er c’hef ! Ur c’harr-tan polis a oa un tamm pelloc’h hag e wellas tri den o tec’hout kuit e-barzh ur c’harr-tan all. Ha partiet ar redadeg ! Mont a reas al laeron betek Malvid, war-hed 15 km eus Kervarc’h ma voe stanket o c’harr-tan e foñs un hent-dall. Daou anezho a zeuas a-benn da skampañ kuit met ar bleiner a voe serret. Ur romanian anezhañ. Eus ar c’hampoù rrom a zo un tamm e pep lec’h tro-dro Naoned ? Den ne oar. Da c’hortoz emañ er bidouf hag an archerien a zo o klask war-lerc’h e gomperien.

E-keit-se emañ ar bouloñjer o klask kenderc’hel gant e vicher daoust m’eo bet drastet e stal.

Crédit photo : kont Facebook “Aux délices de Petit-Mars

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Kervarc’h (44) : ur bouloñjerezh taget, ur rouman serret”

  1. Herri abYann dit :

    Kervarc’h !? Trawalc’h gant an anvioù droch-se ijinet gant Ofis ar pseudo-brezhoneg !!

  2. parigorigolo dit :

    Scène de la vie ordinaire À Marseille de l’ouest

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky