Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Bowidel (Daoudour) : an digollioù embregiñ rannet dre zaou gant ar maer nevez evit saveteiñ ar gumun !

Berr an arc’hant e Bowidel, ur gêr vihan nepell eus Dinan, ken eo bet tañset gant lez rannvroel ar c’hontoù e miz gwengolo. War a seblant e oa bet amprestet re a arc’hant gant ar skipailh kozh.

Votadegoù a voe aozet d’an 3 ha 10 a viz kerzu hag ur maer nevez a zo bet dilennet : Gaétan Accoh, ur c’hlañvdiour a-vicher.

Ur gwir vro gouennelour eo Breizh evel just, un “ifern evit an henbroidi, leun a ziskennidi a vorianetaerion”, met ur maer du a zo bet dibabet gant tud Bowidel, ur gumun war ar maez. Rak e Breizh e vez enoret an dud onest, kalonek hag o deus c’hoant en em heñvelekaat, forzh peseurt liv e vefent.

Hag amañ ez eus bet kemeret un diviz leun a boell gant an aotrou maer : rannañ dre zaou digollioù ar maer hag ar guzulierien ! Setu un diviz kalonek ! Mod-se e vo espernet 22 500€ gant an ti-kêr. Ar maez kozh, Jacky Heuzé, en doa 1925€ ha Gaétan Accoh en do 905€. An eil-vaered o do 230€ ha n’eo ket 641€ evel re ar skipailh kozh.

Ur sekreterez kêr a zo evit mont war he leve, ne vo ket erlerc’hiet. Ha “skornet” e vo an holl raktresoù kêr. Mod-se e esper ar skipailh nevez ne vo ket lakaet Bowidel dindan ward gant ar prefet.

Crédit photo : Ti-kêr Bowidel

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Bowidel (Daoudour) : an digollioù embregiñ rannet dre zaou gant ar maer nevez evit saveteiñ ar gumun !”

  1. claude kerbiriou dit :

    “enbroidi” au lieu de “henbroidi”

  2. claude kerbiriou dit :

    “ur c’hlañvdiour” au lieu de “ur c’hlañdiour”

    “tañset” : ???

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne

L’Armor à sons 2019 : Pascal Obispo, Gaëtan Roussel, De Pretto, Sinclair. Demandez le programme !

Découvrir l'article

Culture, Société

Bobital. Le Festival L’Armor à Sons méprise-t-il la Bretagne ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky