Sant-Nazer/La Bouletterie : 18 kg a zrogach hag armoù e-barzh ranndi un Aljerian

Publicité

Moaien e vefe d’ober ur Breizh-Info bemdez gant ar pezh a c’hoarvez e karter ar Bouletterie e Sant-Nazer !

D’ar meurzh 16 a viz genver e oa daou zen dirak al lez-varn evit un afer a drafikañ dramm. Unan all e-barzh ur c’harter ampoezonet gant se !

E miz mae 2022 e tegouezhas un eskouadenn a boliserien dirak ur savadur eus an alez Barbara. Un den a oa gantañ ur sac’h leun a draoù difennet : drogach, kountilli, ur gountell droc’h… arsanailh un den onest, anat d’an holl !

Hag un alc’hwezh a oa er sac’h ivez. Alc’hwezh ur ranndi hag en doa sachet evezh ar boliserien hag o chas rufler dija. Evel ma vefe dramm ennañ ! Nag ur souezhadenn neuze pa voe digoret dor ar ranndi : 16kg a gannab, 2kg a vutun droll, kokain, armoù otomatek, …

Dibosupl eo goulenn gant ar perc’henn petra eo ar stal-se ? Emañ en Aljeria ! Chaos !

A-benn ar fin eo bet serret daou labousig a oa diskred warno en trafik-mañ. Unan a zo dibaper. Kondaonet eo bet da zaou vloavezh toull-bac’h mui un OQTF. Met daoust hag e vo lakaet da dalvezout ? Amañ emañ an dalc’h.

Egile a zo bet kondaonet da 18 mizvezh a doull-bac’h.

Ar pennoù bras eus o zu a zo pell-pell eus Sant-Nazer dija. En tu-all d’ar mor kreizdouarel. A-raok distreiñ da Europa deiz pe zeiz ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.