Tregastel (Bro Dreger) : « amañ e vez komzet galleg ha n’eo ket brezhoneg »

Publicité

Ha setu an Emsav en esmae goude m’eo bet kaset ar foto-mañ war ar rouedadoù sokial ! « Un trevadenner gall o krediñ eo mestr en hor bro ! », « Parizianed ! », « Ar C’hallaoued er-maez ! », renkell ar c’hunujennoù enep-gall a zo bet adkavet evit huchal war ar re o deus skrivet ar gerig-mañ.

Hag amañ e lenner komzoù « gzenofob » dindan bluenn reoù zo ! Memes dindan hini ar re ruz-tan-poazh !

Iskis eo memestra kar ne vez ket lennet kement pa vez poblañsoù all a gemer plas ar Vretoned. Ne vez ket klevet gaochisted an Emsav oc’h esmae pa vez roet ranndioù sokial d’an estrañjourion ha n’eo ket d’ar Vretoned paour.

Aloubet eo hor bro, ya ! Gant Gallaoued pinvidik, ya gwir eo ! Gant Parizianed a c’hell prenañ tiez uhel o frizioù, ya toutafet. Met poblañsoù all a zo oc’h aloubiñ hor bro ivez. Poblañsoù all a gemer ranndioù ha tiez ar Vretoned. Poblañsoù all a dag, a laer ar Vretoned, a werzh drogach dezho.

Poent eo cheñch hor sell war an traoù, poent eo kompren o deus cheñchet an traoù e Breizh. Evit un tamm paper « Amañ e vez komzeg galleg ha n’eo ket brezhoneg » pet a Vretoned yaouank gourdrouzet gant seurt komzoù « al lec’h-mañ n’eo ket evit ar re wenn, n’eo ket evit ar gristenien » ?

Emsaverien, kredit ar pezh a welit !

Crédit photo : Pajenn Facebook breudeur Cornic

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Tregastel (Bro Dreger) : « amañ e vez komzet galleg ha n’eo ket brezhoneg »”

  1. Herri ab Yann dit :

    Ha war Breizh-Info e vez komzet … dreist holl !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Réunification

Pour ha triñchon evit superterion Mélenchon eus an Emsav goude prezegenn Brekilien

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.