Paourkaezh Skol an Emsav, ar gevredigezh mil-anavezet eus Roazhon. Ganti ez eus bet kaset war ar rouedadoù sokial bruderezh evit ur stummadur a-bell anvet A-zevri. Siwazh, e-barzh ar bruderezh-mañ e oa ur gartenn Breizh 4 departamant. Shocking !
E-lec’h c’hoarzhiñ war chouk Skol an Emsav ha rouzañ anezhi (kar den ne gred evit gwir e vefe ar gevredigezh istorel-mañ a-enep Breizh 5 departamant), setu an emsaverien breizhad o pennadiñ enep SAE, o vont e breskenn hag o kunujenniñ anezhi war ar rouedadoù sokial. Hervez lod e oa Skol an Emsav « e-barzh an irienn a-enep Naoned e Breizh », memes. Ken e rankas SAE kas ar pennad-mañ evit en em zigareziñ ha lakaat an traoù en o reizh.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.