Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pempoull : 61 bloaz, 33 bloaz en toull-bac’h evit an termaji

Hag ur wech adarre e oa dirak an aotrou barner. E Sant-Brieg ar wech-mañ. Ken dañjerus eo ar patr-mañ ken e tleas bezañ ambrouget gant archerien ouzh e heul.

Termaji eo an den. 61 bloaz. 33 bloaz er bidouf. 37 menneg war e roll lez-varn. Un arzour !

Abaoe 2017 emañ en toull-bac’h, a-vareoù, kondaonet peder gwech evit bezañ skoet gant e wreg. Dibrizonet e oa bet e miz c’hwevrer. Siwazh, d’ar 24 a viz meurzh e oa e zeiz-ha-bloaz. E kamp Pempoull en doa kroget da lakaat ‘barzh pa erruas e wreg kozh, karget mat hi ivez. Ha dao ! Setu partiet fest ar vazh en-dro ! A-benn ar fin he do ar paourkaezh vaouez 15 devezh ITT ken fall oa e stad.

Met aon he deus. Ken e fellas dezhi en em zislavarout dirak an archerien. Dav eo lavarout e oa ambrouget gant niz ar paotr tamallet pa kontas bidennoù d’an archerien evit didamalliñ he hini kozh. Met ne gredas ken enni ar barner.

Dre ma chome un tamm amzer d’ar barner e voe kaoz gantañ eus laeroñsioù a-rummadoù a zo bet e gourmarc’hadoù tro Pempoull abaoe div sizhun. Anzav a reas an termaji eo eñ en doa graet se. Forzh penaos eo e zoare da vevañ : laerañ !

A-benn ar fin eo bet kondaonet da 5 bloavezh mui ur bloavezh a c’hoursez a zo bet torret : 6 bloavezh ! Betek ar wech kentañ !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Pempoull : 61 bloaz, 33 bloaz en toull-bac’h evit an termaji”

  1. Henry dit :

    C’est toute l’histoire de Pempoull

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Ruzieg (Bro-Vaez) : ar maer a oa bet taget, ur jipsian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ervoreg (44) : hep asurañs, hep kartenn c’hriz, ar jispian zo kondaonet ur wech ouzhpenn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Bro Naoned : ar c’hwibler a oare penaos debochañ ar mammoù-kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-MALO

Sant-Maloù : E wreg a arru eus Tunizia, skeiñ a ra gant e wreg kleiz !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky