Bro Naoned : ar c’hwibler a oare penaos debochañ ar mammoù-kozh

Publicité

Etre Bro ar Maez ha Bro Naoned, ur c’hwibler a oa deuet a-benn da zebochañ ur vamm-gozh gant forzh ardoù e miz genver 2021.

D’al lun 02 a viz genver eo bet kondaonet da 8 mizvezh toullbac’h.

Da gentañ tout ez eas da doullañ kaoz ganti dirak ur gourmarc’had eus Kastell-Briand. Pediñ a reas anezhi d’ar preti, profiñ a reas dezhi ur boked rozoù, hag all hag all. Aldo ar c’hlas ! A-benn ar fin e pedas ar vamm-gozh ar gwaz, fichet-kaer, da chom da gousket war ar gourvezvank. Da bemp eur mintin e savas ar vaouez met aet e oa kuit « Pierre Lopez » (diwar an anv en doa roet d’ar preti) gant he zwingo !

A-raok an afer-mañ en doa graet ar memes c’hoari gant ur vaouez gozh eus Orvez (44) dindan gulatoriezh e miz even 2020. Treuzwisked e oa e archer ar wech-mañ.

Ur jipsian eo « Pierre Lopez », o veviñ e Sant-Ervlan en ur c’hamp termajied. Un ugent bennak a venneg a zo dija war e roll lez-varn. Kondaonet eo bet ur wech ouzhpenn neuze met a-benn nebeut e vo kaset dirak lez-varn Naoned adarre : e miz even 2020 e oa bet devet ur vamm-gozh e-barzh he zi, tan-gwall ennañ. Just a-raok ma tarzhfe an tan e oa tremenet ur c’hwibler da welet anezhi… Ha « Pierre Lopez » e oa ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES, Religion, Société

15 000 muzulman o pediñ en ur park eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : Gaochisted o deus taget un embregerezh hag a labour war chanter ar c’hCRA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Narkoned : ur greizenn sokial mindrailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : brasaet e vo ar voskeen Arrahma !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : teir listenn evit ur referendom war Breizh adunvanet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Social, Société

E Sant-Pêr-Raez, ur preti en deus fardet ha profet ur « soubenn gengred » d’an 31 a viz kerzu

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne, Le Mag', NANTES

Nantes. Voix bretonnes 2026 : chants et contes au Château des ducs de Bretagne en janvier [Vidéo]

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.