Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Publicité

Etre miz gwengolo 2023 ha miz genver 2024 e voe ur gwir festival evit ur paotr yaouank eus Gwitreg (Vitré) ! Kregiñ a reas an afer d’an noz etre an 28 hag an 29 a viz gwengolo : tri mignon a oa en o treiñ an alc’hwezh evit mont-tre en o ranndi pa tegouezhas daou zen. Ganto ur machette, ur bistolenn hag ur gontell. Klask a reont dramm, « kokain ».

Emaint o vont da furchal e pep lec’h. Betek divontiñ an dommerez ! Ezhomm o deus eus dramm !

E-keit-se e vo skoet gant an tri mignon. Gourdrouzet, laeret, unan eus an daou laer a c’hourdrouz anezho d’o c’has da goad Brekilien « e koufr ar c’harr-tan » ma voent staget « ouzh ur wezenn ».

A-benn ar fin emañ archerien Gwitreg o vont da soñjal en un den a anavezont mat. Kondaonet div wech dija : aferioù dramm, laeroñsioù, … klask a zo warnañ rak un den dañjerus eo an Albanad-mañ, gwir penn-dramm anezhañ !

Etretant en doa laeret ur c’harr-tan digant ur plac’h. Chom a reas kuzhet e-barzh an oto e-pad ur mare.

Serret eo bet a-benn ar fin. Ha kaset dirak al lez-varn ma oa barnet d’an 2 a viz ebrel. E-unan emañ, rak e gomper a zo bet barnet dija.

Kondaonet eo bet da bevar bloavezh toull-bac’h mui 10 vloaz pell eus Bro-Frañs. Hag e vo skarzhet evit gwir a-benn pevar bloaz ? Se zo un afer all…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Kaset d’e vro orin ? Netra ken sur !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Economie, VITRÉ

Vitré : la chambre régionale des comptes alerte sur une dégradation financière devenue structurelle

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, International, Justice, RENNES, Sociétal

Finistère. Cocaïne, armes et argent liquide : un réseau criminel albanais démantelé

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.